Error message

Warning: "continue" targeting switch is equivalent to "break". Did you mean to use "continue 2"? in require_once() (line 342 of /home/dorpsfi/www/includes/module.inc).

An iliz

Lakaet e oa bet Sant-Pabu da drev eus Gwitalmeze dreun ordrenañs ganteskob Leon, d’an 29 a viz Gouere 1624. Deuet e oa da vezañ ur gumun, ha goude-se ur barrez e 1790.

E timpan ar porrastell, er c’hornôg, e weler ar bloaz ma voe savet an iliz lambrusket-se, e stumm ur groaz latin. Rontaet eo askelloù ar groazenn, ha meur a bennad moger a ya d’ober ar penn-chantele. Goloet eo mogerioù ar chantele gant koadaj kinklet gant pileroù roudennet. War ur piñsin mañsonet er voger e weler ardamez an tiegezhKergadioù. Eus 1885 eo gwerennoù-livet an atalier Lobin. En tour, a zo bihan e gorzenne–skoaz e vent ken ez eo souezhus, ez eus un estaj hepken gant kleier.