Perlezenn an Aberioù
Redek a ra an Aber Bennigeda-dreuz c’hwec’h kumun a-raok erruout e Mor Breizh, 5 km er su d’anAber Ac’h, etre kumunioù Sant-Pabu ha Landeda. A-hed ar stêr emañ ar wenodenn BH34, en norzh hag er su, eus he genoù da Dreglonoù : pourmenadennoù brav zo d’ober evit gwelettammoù broevel n’eus ket kalz.
War a seblant ez eo anv an aber e galleg (Aber Benoît) un droidigezh fall diwar ar brezhoneg « Aber Benniged ». Marteze e c’hallfe an anv-se dont eus daou di-pediñ e oa bet savet er VIvet kantved gant Tudualhag e vab Majana bep tu d’an aber, e Lotunou hag e Lokmajan.
Eus ar gwalarn d’ar gevred emañ an aber, ha klotañ a ra gant frailhoù kozh hag a oa stummet en trede hoalad. Div lodenn zo e toleadan Aber Benniged : an aber end-eeun, gant 12 km a hirder, hag ur rouedad stêrioù en em daol en aber-se. En holl en em astenndiazad an Aber Benniged war 140 km².
A-hed div c’hlann an aber hag a-us dezho, betek Treglonoù ha pelloc’h, ez eus koadoù ha torkadoù glasvez a ya d’ober maezioùkaer ha boemus. Gallout a reer gwelet pegen brav int pa’z eer a-hed an aber gant ur vag pe war droad.
Ul lec’h mat evit sevel kregin eo an aber-se ivez. El lec’h ma kej dour ar mor ha dour dous ar gouerioù e tenn an istr o mad eus ar paot m’eo ar plankton evit stummañ bouedennoù hag a daol saour an iod hag an holen, ha blaz kreñv ar c’hraoñ-kelvez achom er genoù war o lerc’h.Brudet int, ken e vezont kavet e pretioù un tamm mat a vistri-keginerien e Frañs. Eno e saver ivez mesklbouedet-kaer ha saourus.
Gallout a reer gwelet al lec’hioù-se pa’z eer gant Hent ar sevel istr ha kregin
http://www.brest-terres-oceanes.fr/sites/default/files/articles/depliant-conchyliculture20131.pdf
Ul lec’h hag a blij d’an dud eo an aber rak gallout a reer ivez loc’heta war he ribloù pe war an traezhennoù a vez dizoloet pa vez reverzhi.