Traezh fin, ur marzh ! Ha dour bividik evit kouronkañ !
An aod vras...
Un dachennad traezh gwenn bras-bras, eus parklec’han Erleabetek Lambaol-Gwitalmeze !
Ur baradoz evit ar bourmenerien, ar rederien, ar c’hirri-dre-lien, hag ivez evit al laboused...
Aod an Erlea
Gallout a reer mont di war-eeun adalek Tachenn-gampiñ an Aber Benniged hag ivez adalek straed an Erlea (parklec’h, gwere evit an dud o devez poan o vont-ha-dont ha privezioù sec’h evit an holl).
Aodoù all :
Aod Korn Ar Gazeltost d’an Dachenn-gampiñ ha d’he zraezhenn hir, ul lec’h mat-kaer evit an dud a ya da loc’heta pe da ergerzhet an aod vev pa vez izel ar mor.
Aod Benniged hag Aod ar Ganaog, oufoùigoù traezh fin, war bord an aber, gwarezet diouzh avel an donvor.
Tevennoù ha bord ar mor
Un tamm bro hollgaer, da welet adalek an HB34 a hed bord ar mor pe adalek gwerean Erlea
Gwarezet eo an tevennoù peogwir emaint war ar roll NATURA 2000. Eno e kaver e-leizh a spesadoù dibar (lostoù-gad, segal-aod, irinjez glas...)
Gwallgaset eo bet an aod gant ar barroù-amzer setu e rank pep hini ac’hanomp kaout doujañs evit an tevennoù, ha mont etre ar bevennoù a zo bet lakaet (drefen, gwenodenn an aod).
Gallout a ra an holl mont d’an aodoù traezh gwenn, hag ac’hano ez eus ur gwel hollgaer war enezennigoù Trevoc'hha war an Aber Benniged.
Dirak, en traoñ hag a-zehoù, an drefen ken brudet. Ur gwarez hag a c’hall seblantout bezañ dister, met ganto e c’hall an tevennoù adstummañ, goustadik, etre div fourradenn !
Pourmenadennoù kaer d’ober a-hed aodoù Mor Breizh
Pa vez didud an aod c’hoazh e c’halloc’h gwelet e-leizh a spesadoù laboused-mor (gouelini gris, gouelini bras, morbiged, tadorned, herlegoned, garrelied...)